Maria Aurora von Spiegel
Maria Aurora von Spiegel, ganet Fatima (war-dro 1733), a oa serc'h da roue Pologn, Aogust ar C'hreñv.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sklavez e oa e Turkia, ha kavet e oa bet e Buda, pa voe kemeret gant soudarded an Impalaeriezh santel e 1686. Rannet e voe madoù an Durked, sklaved hag all, etre an ofiserien. Ar baron svedat Alexander Erskin, a oa en arme an Impalaer, a gemeras peder maouez Au : Raziye (Roosia); Asiye (Eisia); Emine; ha Fatma (Fatima). Fatima a lavaras e oa bet gwreg ur mullah, ur beleg muzulmat. Distreiñ a reas ar baron Erskin da Sveden gant Philipp Christoph von Königsmarck, ha reiñ a reas Fatima da c'hoar Philip, Maria Aurora von Königsmarck. Badezet e voe ar peder maouez e Stockholm d'ar 7 a viz Du 1686 dirak ar roue hag al lez. Ar priñs Charlez Sveden (a vo Karl XII) hag Aurora von Königsmarck a oa paeron ha maeronez dezhi, ha badezet e voe hag anvet Maria Aurora, diwar-lerc'h anv Maria Aurora von Königsmarck.
Desket e voe doareoù al lez ha galleg brav dezhi ha keneilez e oa d'he mestrez Aurora von Königsmarck. E 1691 ez eas d'he heul da Sachsen ha Pologn ma teuas he mestrez da vout serc'h ofisiel ar roue Friedrich August Iañ von Sachsen (1670-1733), anavezet ivez evel August der Starke (Aogust ar C'hreñv), Dilenner Sachsen ha roue Pologn.
Alese e oa bet degaset da lezioù Sveden ha Pologn, ha desket dezhi ar vicher a zimezell a enor. Aet e oa da labourat gant Aurora von Königsmarck. Honnezh a oa serc'h ar roue. Pa voe dilezet Aurora gant ar roue e 1701 e kemeras Maria Aurora he lec'h e gwele August. August a zimezas anezhi d'e lakez Spiegel, noplaet gantañ. Anavezet e voe gant August ar vugale a reas dezhi, ha karout anezhi a rae, a greder.
Alies e tistroe daveti etre daou zarempred all, ha ne rae ket trouz evit- kelo-se, a zo bet lavaret, marteze dre ma oa bet savet en un harem.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mamm e oa
Dizimeziñ a reas diouzh Spiegel da zimeziñ gant ur Gall e servij Sachsen, ar c'hont Claude de Bellegarde
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (se) [1]
- (de) (gant skeudennoù)