Mont d’an endalc’had

Vittoria Accoramboni

Eus Wikipedia
Vittoria Accoramboni, poltredet gant Scipione Pulzone

Vittoria Accoramboni (Gubbio, 15 a viz C'hwevrer 1557 - 22 a viz Kerzu 1585, Padova) a oa un itron italian hag a skrivas barzhonegoù. Serc'h e oa da Paolo Giordano Iañ Orsini‎ a lazhas e bried-eñ hag he fried-hi.

Ganet e oa e Gubbio d'ar 15 a viz C'hwevrer 1557, ha hi dekvet bugel Tarquinia Paluzzi Albertoni ha Claudio Accoramboni, tud a lignez kozh. Er XIVvet kantved e oa deuet he hendadoù da chom da gêrig Gubbio e Dugelezh Urbino.

Pa oa bihan ez eas he zud da chom da Roma, en sell da wellaat o stad dre gavout dimezioù mat d'o bugale.

Brudet e oa kened Vittoria dre ma kreske. Goude nac'h reiñ he dorn da veur a zen yaouank e voe dimezet e 1573 da Francesco Peretti, un den a nebeut a beadra, hogen niz d'ar c'hardinal Montalto, un den uhel en Iliz, hag a zeuas da vout ar pab Sikstus V e 1590.

Un tamm lez a oa en-dro da Vittoria, hag e-touez ar wazed-se edo Paolo Giordano Iañ Orsini, kentañ dug Bracciano, soudard brudet ha feuls, ha den galloudus e Roma. Dont a reas an dug da vezañ serc'heg dezhi, hogen dimezet e oa an dug da Isabella de' Medici, chomet e Bracciano, pell diouzh Roma.

E 1578 e voe krouget Isabella de' Medici gant daouarn he fried er Villa Medicea di Cerreto Guidi, war-zigarez he dije bet avoultret.

Tri bloaz goude, da noz ar 17 a viz Ebrel 1581, e voe lazhet Francesco Peretti er straed gant goprlazherien kaset gant Orsini, hag en o zouez ur breur da Vittoria, Marcello Accoramboni, en devoa c'hoant e c'hallje e c'hoar dont da vout gwreg an dug Paolo. Diskred a voe war an dug Paolo Orsini, en devoa lazhet e wreg Isabella de' Medici tri bloaz a-raok.

Distrob an eil hag egile, setu Orsini da c'houlenn dorn Vittoria. Ma voent dimezet ur pennad goude, e kuzh. Met pa voe gouvezet kement-se e voe torret o eured gant an Iliz. Vittoria a voe bac'het e ti he zad. Harzet e voe e 1581, dre ma n'he devoa ket sentet, ha bac'het e Castel Sant'Angelo, ha goude harluet e Gubbio betek fin 1582. E miz C'hwevrer 1583 e tistroas da Roma, hag e deroù Gwengolo e c'hallas mont da Vracciano, eurediñ a rejont adarre eno, ha torret e voe an eured gant an Iliz adarre.

Tec'hadenn
Ar pab Sikstus V

Pa varvas ar pab Gregor XIII e 1585 e timezas Vittoria ha Paolo Orsini, rak embannet en devoa ar pab-se e oa enebet ouzh o eured. Met ar c'hardinal Montalto, eontr da Francesco Peretti, pried kentañ Vittoria Accoramboni, an hini a voe lakaet neuze war gador sant Pêr, ha hennezh, deuet da vezañ ar pab Sikstus V, a fellas dezhañ kastizañ dug Bracciano ha Vittoria. Kemennet e voent, ha tec'hel a rejont da Venezia, hag alese da Salò, a oa e Republik Venezia. Eno e varvas an dug d'an 13 a viz Du 1585. Lavaret e voe e oa bet kontammet war urzh Francesco Iañ de' Medici.

Da Vittoria e tegouezhas e vadoù. Dugelezh Bracciano avat ac'h eas gant e vab henañ, Virginio, eus e bried kentañ.

He marv

Vittoria, a oa mantret gant ar glac'har, ac'h eas da Badova da chom er Palazzo Cavalli alle Porte Contarine. Eno e tegouezhas Lodovico Orsini, un den kar d'hec'h eil pried, a oa o servij Republik Venezia. Deuet e oa da aozañ rannañ madoù an dug, emezañ ; e gwirionez ne felle dezhañ nemet difenn interestoù an tiegezh Orsini. Tabut a savas ha mont a reas Lodovico da c'hoprañ hailhoned, hag ar re-se da vuntrañ Vittoria en he falez, hag he breur Flaminio Accoramboni, d'an 22 a viz Kerzu 1585.

Tapet e voe ar vandennad, ha lakaet e voent holl d'ar marv war urzh ar Republik.

Barzhoniezh Vittoria Accoramboni

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzhonegoù a savas Vittoria Accoramboni hervez testenioù Filippo Vecchietti (1735-1798)[1] ha Tommaso Moro en XVIIIvet kantved[2]

Oberennoù lennegel ma'z eo meneget anv Vittoria Accoramboni

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un toullad oberennoù zo bet awenet ganti:

  1. (it) Vecchietti, Filippo.Biblioteca picena o sia notizie istoriche delle opere e degli scrittori piceni. Osimo : Domenicantonio Quercetti stampstore, 1790, Levrenn 1, pp. 31-33 'Google Books'. Kavet : 15/11/2021.
  2. (it) Castreca Brunetti, Enrico. Aggiunte alla Biblioteca femminile italiana del conte P. Leopoldo Ferri, compilate dal dott. Enrico Castreca Brunetti di Fabriano; infine alcune lettere di Teresa Bandettini Landucci. Roma : Tipografia delle belle arti, 1844, p. 1 'Google Books'. Kavet : 15/11/2021.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • O. Orioli, «ACCORAMBONI, Vittoria». En: Dizionario Biografico degli Italiani, Vol. I, Roma: Istituto dell'Enciclopedia Italiana, 1960
  • "Accoramboni Vittoria" en Dizionario della Letteratura Italiana a cura di E.Bonora, Milano, Rizzoli, 1977
  • Domenico Gnoli, Vittoria Accoramboni: storia del secolo XVI narrata da Domenico Gnoli e corredata di note e documenti, Firenze: Successori Le Monnier, 1870
  • Brigante Colonna G., La nepote del Papa, San Cesario di Lecce 2005.
  • Donati-Guerrieri M.G., Lo Stato di Castiglione del Lago e i della Corgna, Perugia, 1972.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]