pellaat
Neuz
Brezhoneg
Verb
pellaat /pɛˈlɑːt/ verb gwan ha verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : pellaet) (displegadur)
I. verb gwan
- Mont pell pe belloc'h
- Ar marc'hadour a hejas e benn, hag a reas an asvan da bellaat. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 20.)
- Tud ar maner a sellas outañ o pellaat ken na voe aet diwar wel e penn ar rabin. — (Jakez Konan, Ur marc'hadour a Vontroulez, Al Liamm, 1981, p. 99.)
- He c'hlevout a reas o pellaat etrezek ar gegin hag o lakaat ur baelon war ar fornigell. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 24.)
- Mont pell pe belloc'h diouzh unan bennak/un dra bennak, diouzh ar gêr:
- … ne garfen ket pellaat diouzh Plougouloum. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 142.)
- [...], ha mall a oa gantan pellaat diouz Kerbutun. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 25.)
- Hast gant Pipi da zilezel e graou ha da bellaat diouz ar ganfarted. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 74.)
- Ha me en avañtur Doue, da bellaat, gant un taol roeñv nerzhus, diouzh al lestr marv. — (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow, Abrobin, Al Liamm, 1964, p. 26.)
- Ne bella ket diouzh e hanter-kant vloaz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 402.)
- — Mamm ! Laoskit ac'hanon ! emezañ, en ur bellaat diouti. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 102.)
- Pep unan a ouia penn da greisteiz hep pellaat a dreuzoù e di. ETEB 1982-83/138
- Goude m’en doa ranket … pellaat diouto, — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 28.)
- pellaat diouzh e gezeg : mont pell diouzh ar gaoz kentañ
Gerioù heñvelster
Gerioù enepster
Troioù-lavar
- pellaat diouzh e gezeg : mont pell diouzh ar gaoz kentañ
II. verb kreñv eeun
- (en egor ; ) Pellaat udb diouzh ub Lakaat da vont pell pe belloc'h, kas diwar-dro
- [...], — bep noz e lavared atav ur Bater hag un Ave, Maria evit pellaat pep droug diouzh menec'h an abati. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 34.)
- Darn anê a rê sin ar gras war o ginou ha war o zal, gant o biz-meud, evit pellaat an drouk-spered. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 57.)
- (en amzer) Lakaat da c'hoarvezout diwezhatoc'h eget an ampoent bet merket kentoc'h
Gerioù heñvelster
Troidigezhioù
- galleg : (s')éloigner (fr)