Mont d’an endalc’had

Missouri (stêr)

Eus Wikipedia
Ar Missouri hag e adstêrioù en Amerika an Norzh.

Ar stêr Missouri (Missouri River e saozneg, distaget: [mɪˈzʊɹɪˌɹɪvɚ] LFE) eo hirañ stêr Amerika an Norzh. 4 130 km a zo dezhi ha kemberiñ a ra gant ar Mississippi — hiroc'h eget homañ ziwezhañ eo hogen nebeutoc'h a zour enni – en norzh da St. Louis. Ec'hon-kenañ eo he diazad doureier (1 300 000 km²). Eieniñ a ra er Menezioù Roc'hellek, er Montana, ha tremen dre ar Plaenennoù Meur. Lesanvet eo The Big Muddy (an hini fankek vras) dre ma kas kalz a zouar ganti.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.